a ginnig deoc'h
Grit anaoudegezh gant bed ar plant dre mouezh tud ar vro ! Un heuliad kronikennoù berr deus portal al liorzh betek an natur gouezañ : plant da zebriñ, da soagnañ, gant mojennoù pe kustumoù, hag all, hag all. M'ho peus c'hoant, pe m'anavezit tud troet war zu al liorzh, an natur e Kreiz Breizh a c'halfen atersiñ, deuit en darempred gant Florie dre RKB !
Ar burlu gant Christine
Gant : Christine Dubois
Greomp un tamm tro kichen Mael-Karaez, amañ emañ Christine Dubois. Kalz a abadennoù diwar-benn ar jardin he deus graet evit RKB. Hag hiriv omp degemeret en he zi evit komz diwar-benn ur fleur gwez a gaveer alies bar' vro: ar burlu. Selaouit 'ta !