Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

An divskouarn o nijal

Mont pelloc'h gant ar c'heleier, testeniañ eus buhez pemdeziek ar vro hag an dud. Setu aze pal an abadenn-mañ a vez skignet bemdez da 12e ha da 6e noz. Gouel an Erer Kozh, manifestadeg labourerien-douar bio, stummadur ar vartoloded, dilennadegoù, beajoù ar Vretoned. zo e-barzh an Divskouarn o nijal kinniget gant Benjamin Bouard, Laetitia Fitamant, Morgane Bramoullé ha Tunvezh Gwlagen-Grandjean (Radio Kerne) pe Erwan Blanchard ha Reun Treger (eus Arvorig FM).

48 munut

Abadenn diwezhañ 29.06.2021

Ar brezhoneg unvanet dre an ekonomiezh ? #2

Tezenn Denez Pichon war ar brezhoneg. Un abadenn savet gant Laetitia Fitamant.