Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Deomp dezhi ! Abadenn ar vugale

Ar bajenn-mañ zo evidoc'h, tud yaouank ! Ar re gozh a zo deuet mat ivez, sur !

Bep merc'her e yomp da ziskoachañ, asambles gant Benjamin, bed ar skiantoù, an natur, an Istor Vras peotramant koñchennoù brudet, evel hini Ulysse ha reoù Jules Verne,

Deoc'h eo an abadenn : skrivit pe telefonit deomp m'ho peus kinnigoù, evezhiadennoù, gourc'hemennoù (dreist-holl) d'ober !

29 munut

Abadenn diwezhañ 11.03.2021

Piramidennoù mayaPiramidennoù maya

Ar re Vaya

Deuit ganeomp bugale ! Mont a raimp d'ar Yukatan hiziv d'ober anaoudegezh gant ar re Vaya. E-kreiz ar c'hoad emañ o c'hêrioù kozh, met pell zo bremañ int kouezhet en o foull. Pignal a raimp da lein ar piramidennoù bras-spontus zo eno c'hoazh ha mont a raimp dre zindan memes da glask bez ur Roue kozh. Plijadur vo !