Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Re bell ganti

An abadenn-mañ a ya re bell ganti ! Kronikoù diwar-benn ar bed tro dro deomp, tabutoù gouestlet da sujedoù ar mare, tud pedet evit degas o soñj arbennig, sell Morgane ha Laetitia war keleier ar bed : un eurvezh hanter aktu, mousfent ha preder deus al Lun d''ar Gwener etre 4e30 ha 6e goude merenn.

89 munut

Abadenn diwezhañ 13.05.2022

Re Bell Ganti Gwener 13 05 2022

FESTIVAL PLEIN 'R
Mikel Kras, peizant e Rieg, zo deus an dud o deus labouret en e gumun da brepariñ ar Festival Plein 'R a vo disul.
Boued bio (fouezh, legumaj, kig, fourmaj-laezh, mel, gwin, te, sistr, kaotigell, eoul...) hag ivez c'hoarielloù, dilhad, levrioù, soavonoù...a vo war ar marc'had
Tost da tri-ugent gwerzher a vo, hag ivez kevredigezhioù a-benn derc'hel emgavioù da brederiañ war ar modoù yac'h da labourat an douar ha da bourchas boued d'an dud
https://abc-bio.org/
Ali lenn
Maryse Evrin eus ar vediaoueg Alain Gerard e Kemper :
Rêver des îles, le voyage comme respiration philosophique gant Francis Gavin
DISTRO EN BAIE
Louis Spinec, bet martolod e vuhez-pad evit gounit e damm bara, a ro bremañ eus amzer e retret evel prezidant an SNSM e Dz ha Kabiten ar vag Richard Marika. E-bourzh hounnezh e kaser tud nammet war vor, da vare ar Gouel anveet ''Distro en Baie'' ha kaset e bae DouarnenezPadout a raio c'hoazh un devezh.
AT 2022 05 13 Fallaenn disul
A-benn disul da noz vo ur fallaenn-loar ! Ne vo ket 'voaien da welet anezhi en e fezh mat-tre amañ e Breizh, met sur a-walc'h vo brav da welet memestra. Dominique Merrien, asambles gant Benjamin Bouard.