Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Karront Sant-Jakez

Pegen tomm eo an amzer war-c'horre Merc'her ? Petra eo un asteroidenn ? Pet galaksienn a c'haller gwelet en oabl ? Pegeit zo deus an Douar d'al Loar ? Mont a raimp da veajiñ dre Garront Sant-Jakez ha pelloc'h c'hoazh bep sizhunvezh, asambles gant Dominique Merrien ha Benjamin Bouard, evit deskiñ sekrejoù an neñvoù !

6 munut

Abadenn diwezhañ 04.05.2021

PloudonPloudon

Gouriz Kuiper (1/2)

Aet omp kuit deus Neizhan (Neptune) da vont bremañ etramek penn ar sistem-heol, e-lec'h vez kavet ur seurt gouriz tammoù roc'h ha vez graet « Gouriz Kuiper » deuzoutañ. Traoù bras a gaver e-barzh, evel Ploudon (Pluton). Da zigentañ 'oa bet renket evel ur blanedenn, met cheñchet eo an traoù bremañ ! Dominique Merrien zo ganomp c'hoazh, asambles gant Benjamin Bouard.