Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Trouz ha safar...

Trouz ha safar ha musik àr un dro
Istoerieù kontet, musik choejet get Gentas Buhe
E-pad en ugenad minud bannereh radio Gentas Buhe e gannig doh de gleùet istoerieù tennet ag el lennegeh a vremeñ aveit er vugale. En istoerieù-señ e zo troet e breton geton ha guisket anehe get musik e blij dehon. E fin en abadenn e ve dizolet en titreù ag el levrieù ha pladenneù CD bet kleùet eraog. El un tammi' troh ema er bannereh radio-señ aveit er cheleùerion iuvank hag o zud e-pad o deùeah. Un tammi' troh de huinéal en hur zizolai un istoer neùe pe cheleù doh musik dishañval doh e re kleùet a-liesañ.

Sonenrolladenn ebet araok ar skignadenn FM...

Abadenn diwezhañ 12.04.2021

00090 MIL NOZ HA UNAN00090 MIL NOZ HA UNAN

00090 MIL NOZ HA UNAN

00090 MIL NOZ HA UNAN
Shéhérazade e zo bet diméhet ged Schahriar er Sultan man des divizet kemer ur voez bamdé hag hé lahaiñ bem ternoz vitein. Neoah Shéhérazade en des kavet un tu de chemel béw : konteiñ ichoterieù dehon bem mitein éraog ma saw en heaol hag a-mod-señ é-pad mil noz ha unan.