Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Atalieroù Radio Naoned

Radio Naoned a gas da benn atalieroù radio asambles gant skolioù, skolajoù pe liseoù ar vro. Amañ 'vez kavet an danvez produet gant ar c'hazetennerez hag ar gazetennerien yaouank.

43 munut

Abadenn diwezhañ 29.06.2021

Kleub Radio Abadenn #2Kleub Radio Abadenn #2

Kleub Radio Abadenn #2

Aozet e vez kleuboù liesseurt e Skolaj Diwan 44 evit ar c'hlasadoù 6vet ha 5vet. Ar bloaz-mañ, hag evit ar wech kentañ, ez eus bet kinniget dezho sevel un abadenn radio ! Unan wir, gant atersadennoù, tabutoù, c'hoarioù, sonerezh, ar meteo, "jingleioù", ... Ijinet, skrivet hag enrollet eo bet pep tra gant ar skolajidi hag ar skolajiadezed. Frammet eo bet gant o c'hasourien, a-drugarez da alioù fur Marianne. Distoufit ho tivskouarn !!
En eil abadenn e vez klevet :
- Un tabut war an heskinerezh reizhel gant Bleuenn C., Dounia, Liam, Tudual ha Morgan
- Ar c'heleier farsus gant Yuzael ha Gwezenn - Atersadennoù diwar-benn dinell ar skolaj gant Jeanne ha Lilia
- Sketch farsus Gwendal
- Mikro-riblen Maïwenn ha Lili
- C'hoari war an trouzioù Camille ha Lila
- Atersadenn un ijinour war an endro gant Tafaenn ha Gwendal
- Sketch farsus Tudeg hag Elouan
Ar jingle 'zo bet savet gant Lilou ha Tissem, an tonioù sonerezh a zo kinniget gant Tudeg ha Maiwenn hag ar bruderezhioù a zo bet ijinet gant Bleuenn D.G., Mirra ha Lou-Ann.