Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Rodeier

Rodeier

Rodeier. Un abadenn evit ober anaoudegezh gant re ar vro ha selaou anezho. Bep sizhun 'yeomp d'en em gavout asambles gant brezhonegerien ha brezhonegerezed eus ar vro, evit dezho kontañ deomp deus o micher, deus o bro ha deus o buhez.
Bep Lun ha bep Sadorn da 12e ha da 6e noz, gant Benjamin Bouard.

45 munut

Abadenn diwezhañ 29.11.2021

Tammoù mouded en oaledTammoù mouded en oaled

En em dommañ gwechall, ha bremañ

Tri-ugent vloaz 'zo eo cheñchet ar mod d'en em dommañ. En deiz-hiziv 'vez implijet ar gaz, an tredan hag ar fioul da dommañ an ti peurvuiañ, ha gwechall ne veze ket graet 'met gant keuneud, pe gant glaou a-wechoù, pe c'hoazh gant mouded (taouarc'h) a-blasoù. Daou seurt mouded a oa : mouded du, a veze tennet don en douar, ha mouded kign, a veze tennet war-c'horre.
Annick Plant zo 'chom e Brenniliz pell 'zo. Honnezh a oar en em dommañ gant keuneud bremañ, met graet he deus gant mouded ivez. Bet eo bet er o tennañ mouded gant he gwaz memes, ha soñj he deus mat-tre deus ar mod ma veze graet. Benjamin Bouard zo bet oc'h en em gavout asambles ganti.