Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

vous propose l'émission

Atersadennoù

Atersadennoù Radio Kerne.

16 minutes

Dernière émission 18.01.2021

Studierien·ezed VS KOVID 19

Gouzout a reomp mat, an enkadenn yec'hedel a zo diaes evit an holl, diaes eo c'hoazh kaout en-dro ur vuhez normal ha n'eo chencho ket diouzhtu, se zo sklaer.
Komzomp un tamm deus ar studierien hag ar studierezed, meur anezho o deus ar santimant da vezañ laosket a-gostez gant ar gouarnamant.
Penaos dont a benn gant o studioù pa eo serret ar skolioù-veur.
Dre ma eo serret ar pretioù hag an tavarnioù 'neus ket moaien dezho labourat, evit lod anezho neuze diaes eo a-fed argant evit paeañ ul lojeiz e fin ar miz ... penaos labourat en un doare seder neuze pa vez seurt kudennoù ankenius.
Jean a zo bet studier e Skol-Veur Roazhon 2 hag ezel deus an USB - Unvaniezh ar studierien ha studierezed Breizh a zo bremañ o studial ar sokiologourieh e skol veur Tolosa a vo klevet diouzhtu ouzh mikro Marianne Vaidie.