Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

vous propose l'émission

RKB en extérieur

RKB vous propose régulièrement des émissions en direct de festivals ou autres rendez-vous culturels. Retrouvez ici tous ces directs.

89 minutes

Dernière émission 01.04.2022

Abadenn stajidi radio Gwengamp

6 stajiad.ez a heul ur stummadur 6 miz diwar-benn ar radio e brezhoneg etre miz Here 2021 ha miz Mae 2022 : Rose, Maï, Julia, Rosalie, Anton ha Klemañ.
Un eurvezh hanter abadenn a zo bet graet gante, d'ar meurzh 29 a viz Meurzh e studio RKB e Gwengamp etre 10e30 ha 12e ha meur a sujedoù o deus kaset :
Strollad an Eurovision (adalek 1'45), abadenn "Lenn a-stroll" e Roazhon (10'), ar grennarded e-pad enkadenn ar c'hovid (13'40), afer kizidik ar rodoù-avel e bae Sant-Brieg (27'10), senniñ akordeoñs gant Erell Coupier (30'50), an tabut tro-dro da bevare pont Lannuon (36'40) ha tro-dro da greizenn bleustriñ Stad Roazhon er Prevalaye (48'10), filmoù e brezhoneg e sinema an Arvor e Roazhon (56'30), staj kan ha diskan gant Axel Landeau (60'40), desevel chas chase gant Serj Lavenant (66'40), cheñchamantoù reolennoù tud heñvelreizh ha biseksel da reiñ o gwad (76'30) ha dishiliañ gant ur slip tolosad (84'20).