Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

vous propose l'émission

Barzhaz

Un tamm tro ba bro al lennegezh...skrivet ha komzet !

7 minutes

Dernière émission 12.04.2021

Kontadennoù Fañch an Uhel war lec'hienn Kuzul ar Brezhoneg

Avec : Magali Baron

Er bloaz-mañ o deus bet c'hoant tud Kuzul ar Brezhoneg lidañ 200vet deiz-ha-bloaz ganedigezh Fañch an Uhel. Hemañ oa bet ganet en Plouared e miz Even 1821. E-pad ouzhpenn daou-ugent vloaz en devoa dastumet kontadennoù brezhonek, e Bro-Dreger dreist-holl.
Gant-se e vez kinniget bep miz war lec'hienn Kuzul ar Brezhoneg ur gontadenn da lenn tennet deus « Kontadennoù ar Bobl » Fañch an Uhel, bet embannet e brezhoneg gant Al Liamm er bloavezhioù 1980.
Hudu e kinnigomp deoc'h selaou Magali Baron o lenn ar gontadenn a zo bet lakaet e miz Ebrel war lec'hienn Kuzul ar Brezhoneg :
"Ar mesaer-deñved a c'hounezas merc'h ar roue gant ur ger hepken"