Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

vous propose l'émission

Naoned E Live

Naoned e Live ! Grit anaoudegezh gant arzourien hag arzourezed ar vro ! Rock, Folk, Elektro tonioù Rap pe Jazz. Gwezh ar miz e kinnigomp deoc'h un eurvezh sonadeg enrollet en hor studioioù.

48 minutes

Dernière émission 08.01.2021

Good Bad & Young e live

Da 7 vloaz e komañs Sadbh gant ar gitar, stummet anezhi gant ur bluesman. A-hed ar bloavezhioù e tesk kanañ. Hag en em gav da 14 vloaz asambles gant Cyril, soner gitar boud, ha Joé, paotr an taboulinoù, da sonaozañ. E 2016 e oa ganet ar strollad Good Bad & Young.
E korf 3 bloaz e vo bouetet o sac'h kanaouennoù hag o hollved. Kemer a ra perzh an triad e festivalioù evel : "L'ecaussystème", Quartier d'été", "Les trolls en folie", "Le roi Arthur" pe c'hoazh "La flume enchantée". Pignet war al leurenn gant arzourien liesseurt evel : "Vanupié", "La Ruda" ha "Les Ramoneurs de menhirs". Ar strollad Good Bad & Young douget gant mouezh e ganerez Sadbh, a embann e bladenn gentañ "Atrium" e deroù 2020.
Levezoniet gant ar blues, ar rock met ivez tonioù a Vro-Iwerzhon, Good Bad & Young a lak ac'hanomp da veajiñ en ur bed folk-rock lec'h m'en em lak ar gitar akoustek hag ar c'hensoniezh-mouezh mesk-ha-mesk gant nerzh ar gitar boud hag an taboulinoù.
Good Bad & Young 'zo ur strollad eus ar remmziad kanerien ha kanerezed remdaeler, evid an diorren padus, enep sistem ha difennourien galloudoù mab-den ! An testennoù skrivet gant Brid Ni Chonghaile a zeskriv troioù ar gevredigezh a-vremañ hag istorioù tragek met kement-se livet bepred gant barzhoniezh ha spi.