Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

vous propose l'émission

Al lojeiz e Breizh

Kavout un ti da feurmiñ war an aod, prenañ un ti lec'h ma vezer o labourat, kenlojañ, n'eo ket traoù anat e Breizh e 2021. Radio Kerne a ginnig deoc'h un heuliadenn gouestlet d'al lojeiz e Breizh, kaoz 'vo deus ar statud a-annezad, deus taosoù war an eil-tiez, deus an dud ne gavont ket un ti ha deus an dud o deus prenet o zamm douar.

23 minutes

Dernière émission 05.05.2021

Priz al lojeiz

Er 5 bloaz tremenet eo kresket a 18% priz evit an tiez kozh e Breizh hag a 30% priz ar ranndioù kozh. Gwelet a reer ivez n'o deus ket an holl dañvez berc'hened ar memes budged. P'o deus ar re o prenañ er memes departamant ha ma vevent a-raok hag ar re o tont deus un departamant all ar memes sammad arc'hant da bostiñ tamm pe damm, ar re o tont deus Enez Frañs o doa 100 000 ¬ ouzhpenn ar re all da bostiñ en o zi pe ranndi nevez. Klevet hiniennoù o dez poan prenañ e Breizh er mare-mañ met ivez un dilennad hag ur c'heraozour o reiñ o soñj hag o ali war penaos e c'hell bezañ reolennet priz an tiez dre vras.