Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

vous propose l'émission

Gouel Sinema Douarnenez 2021 - Gres

Goude pobloù Aljeri e 2019 e kinnig festival sinema Douarnenez gouestlañ ar gouel ar bloaz-mañ da pobloù ha stourmoù Gres. Goude Aljeri neuze e yimp d'ar penn all d'ar Mor Kreizdouar. Ur mor aet da harzoù, war un dro Ac'heron (stêr ar glac'har), Kokytos (froud ar c'hlemmvan), Styks (stêr ar marv hag an euzh), Lete (gwazh an ankounac'h). E-pad an 43vet Gouel e vo kaoz ivez diwar-benn du-mañ, diwar-benn an douar, penaos bevañ warnañ, labourat anezhañ, en em vagañ diwarnañ, kement preder hag a vez ivez gant ar re a bedomp da zont amañ, eus ur bloavezh d'egile.

60 minutes

Dernière émission 26.08.2021

Gouel sinema Douarnenez 2021 - 2/2

War-eeun eus festival sinema Douarnenez gouestlet ar bloaz-mañ da pobloù ha stourmoù Gres.
En abadenn hiziv :
Morgane Lincy Fercot, eus Tita Productions Daoulagad Breizh, diwar-benn ar film Akelarre
Christina Alexopoulos De Girard, enklaskerez, diwar-benn minorelezhioù Gres
Kristian Braz, diwar-benn Gres er bloavezhioù 70
Alexis Belbeoc'h diwar-benn levraoueg ar festival
Rentañ kont ar film La pierre triste gant Filippos Koutsaftis
Kinniget gant Laetitia Fitamant, Tunvezh Glwagen-Grandjean, Metig Jakez-Vargas ha Yuna Cojean.