Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 15.09.2020

2 minutes

A-enep ar stourmoù sokial hag ar gouel emañ prefed nevez al Liger-Atlantel

Avec : Mael

Episode animé par : Tunvezh Gwlagen

Enep ar stourmoù sokial hag ar gouel emañ prefed nevez al Liger-Atlantel, eme ar strollad « Nantes Révoltée ». Buan goude bezañ erruet en departamant en eus Didier Martin embannet e zalvoudegezhioù : Strizhaet 'n eus gwirioù tud al Liger Atlantel evit daou zevezh ha teir nozvezh, er fin ar sizhun tremenet. Sklaer oa pal ar prefed : diaesaat an emgavioù politikel a oa raktreset en departamant. Disadorn e c'halve an dud o jupennoù melen da vont da vanifestiñ er straedoù, evit ar wezh kentañ diaboe ma oa bet enket ar vro. Ha gant ar strollad stourmerien deus an tu kleiz « Nantes Révoltée » e oa kinniget un emgav sonet dirgwener d'abardaez. A-benn neuze en eus difennet ar prefed an holl vodadegoù gant sonerezh, da werziñ alkool da gas, pe c'hoazh da zougen ur beñveg hag a c'hellfe bezañ un arm.

N'en eus ket an dra-se miret deus an dud 'n em gavout dirgwener e kreiz-kêr an Naoned, evit ur gouel-dibunadeg. Mael a oa en o zouez. Gant Tunvezh Wlegen-Grandjean.