Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 08.04.2021

2 minutes

An AESH a stourm evit o statud

Avec : Yannig Laporte

Episode animé par : Tunvezh Gwlagen

Hiriv zo un dewezh stourm get « ambrougerien ar skolidi nammet ». Ar re a vez anvet AESH, hag a vije graet AVS anezho e-raog. Int a ra àr dro bugale o deus afer bout skoazellet evit heuliañ o c'hentelioù er skol. Pe vehent lakaet diaes peogwir o deus un namm fizikel, pe e vefent disleksek, pe c'hoazh aotek, e vezont sikouret get un AESH. Met n'eo ket anavezet ar pezh a reont evel ur gwir micher evit poent... Bresk tre eo o statud.
Ar strollad etre-sindikadoù o doe galvet an AESHed da herzel get al labour ha da vanifestiñ da c'houlenn ur gwir statud, hag ur c'hresk gopr. Get ar pell-skoliata n'eus ket anv d'ober harz-labour ken.
Roet vo un devezh emgav all gant ar sindikadoù. Met e Penn-ar-Bed, e Kemper, e vo dalc'het un tolpad dirag Renerez ar Skoliata da 11e hiriv. Galvet eo ivez ar gelennerion ha kerent ar vugale da zont.
Ouzhpenn-se eo hir e-raog ma vo titularizet ar gopridi AESH get ar rektordi. Met a-benn bout get ur gwir statud kreñv e c'houlenn lod sindikadoù, evel « Sud deskadurezh », ma vint lakaet da fonksionerion.
Yannig Laporte, ambrouger e Skolaj Diwan Kemper, a zispleg ar pezh a vez goulennet ganto, doc'h mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.