Radio Breizh Le portail des radios en langues bretonnes

TOUTES LES ÉMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 28.01.2022

1 minute

Manifestadegoù e Breizh. Ur stourm enep an disingalded e Pondi

Avec : Maryline, Sabrina

Episode animé par : Yuna Cojean

E Pondi oe ohpenn 150 den er vanifestadeg.
Respontet o deus da c'halv ur bochad sindikadoù harzhiñ ar labour ha manifestiñ hiriv.
Ar suhuniadoù paset e oa dalc'het manifestadegoù get bed an deskadurezh. Evit stourm enep politikerezh an deskadurezh stad, ha klemm groñs enep ar feson da veriñ an enkadenn yec'hedel.
Hiriv eo bet hollekoc'h ar luskad.
ATud eus pep sekteur micherel 'oe... Hag ur luskad evit an dud dilabour, tud en diasur. Gopridi Ospital Pondi, ar CHCB a oe deuet stank ivez, ker ema an ospital en arvar. Dre vras emañ diaes sektor ar yec'hed er vro-se, èl e diabarzh peurrest ar vro. Tud an uzinoù agro-boued Pondi ha Ploermel a oa ivez, c'hoant gete labourat asambl evit bout kreñfoc'h da zifenn o gwirioù hag aesaat o c'hoñdisionoù labour. Ur galv kengred ar stourmoù e oa, e gwirionez, mem ma n'eo ket bet lâret ar ger kement-se.
Maryline a zo àr he leve. Aet eo bet da vanifestiñ kar bresk eo ar jeu.
Met ar manifesterez eo bet dipited kar ne oa ket ur bochad tud àr an hent e Pondi. Ur reportaj get Yuna Kojan.