Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Episode diffusé le 27.05.2013
2 minutesAvec : Louis, Jean-Yves ar Moal, Loeiz Blanchard
Episode animé par : Erwan Blanchard
Gant 18 000 supporter bodet 'ba Roudourou 'oa lidet taol-kaer War Raok Gwengamp digwener dremenet! Goude nav bloaz etre an eil hag an trede rummad 'neus gounezet skipailh Bro-Dreger e blas e Lig 1 en-dro. Ouzhpenn 'noant gounezet ar re ruz ha du ouzh Dijon 2 da 0 digwener 'vit echuiñ en eil plas just dirak FC Naoned! Ambiañs forzh pegement 'oa 'ba Gwengamp neuze. War blas 'oa Erwan Blanchard. Selaouomp Louis, ur supporter eus Kallag, ha Jean-Yves, den a youl vat eus Plouvagor 'ba Roudourou.