Claire Peres Prezantiñ a ra Claire Peres ar magazin "Eclaircies" bemdez adalek nav eur betek unnek eur. Kavout a raer ennoñ rubrikennoù a bep seurt; kemmenoù evit gwerzhiñ, prenañ, trokañ, kavout labour, kemennoù ar bed gevredigezhel (stajoù, festoù...). Boud eh eus ivez kronikennoù evit deskiñ brezhoneg, rubrikennoù natur, lennegezh, sinema graet get tud a volontez vat. Claire a gennig da zoliñ ur bladenn bep sizhun get an arzourion get an eeun ha get pladennoù da c'hounid.