Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

vous perpoze l'emission

Ar Big a Gan

un abadenn e brezhoneg gant skolidi evit skolidi

Klasoù divyezhek publik ar Morbihan a genlabour evit magañ un abadenn miziek : ar big a gan. E-pad un euriad e vez kinniget sonennoù, barzhonegoù, sketchoù ha rimadelloù, èl rezon. Mes ivez, reportajoù, atersadennoù, lennegezh. Rubrikennoù a-ziwar ar skiantoù, ar matematik pe ar yezh a c'hell kinnig ar skolidi ivez, ha gante e vez graet an enrolladennoù en o c'hlasoù.

Un abadenn sevenet get Gwenn Vorc'h.

14 minutes

Daraine emission 06.07.2021

Al loened a felle dezho ober tro ar bed

"Al loened a felle dezho ober tro ar bed", ur gontadenn bet azasaet gant skolidi CP ha CE1 Georges Brassens e Langidig e kerzh ar bloavezh skol 2020- 2021. Ken-grouet eo bet a gevret gant Daniel Carré, eus Ti Douar Alre. Daniel Carre a zo deuet teir gwech ar skol evit kas da benn ar raktres kontadennoù. Da gentañ en eus kontet ar gontadenn hengounel bet klevet gantañ gant Jud Paboul a vBaod. Labouret eo bet er c'hlas evit deskiñ kontañ, klask trouzioù, labourat ar mouezioù hag an distagadur. Ijinet ha kemmet eo bet un nebued elfennoù eus an istor a-benn ma glotfe gant ar vuhez a-vremañ, gant buhez ar vugale. Skeudennaouet eo bet ar gontadenn evit krouiñ un aergelc'h ha lakaat ar selaouerien en istor (dre ma n'eo ket bet posubl kinnig ar gontadenn dirak ar gerent). Daniel Carré a zo deuet en-dro div wech er skol evit pinvidikaat ha magañ ar gontadenn. Ur raktres fiskal eo bet evit mont war raok e brezhoneg gant ar skolidi.
Gant mouezhioù: Laly, Mila, Andrea, Shana, Martin, Nathan, Lena, Lilian, Harmonie, Myla, Emeline, Maiwenn, Mattéo.