Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

vous perpozent l'emission

Gouel Broadel ar Brezhoneg

War-eeun

Ar radioioù kevredigezhel vrezhonek war-eeun deus Gouel Broadel ar Brezhoneg !

54 minutes

Daraine emission 03.07.2021

Brezhoneg : spi a zo e-mesk ar re yaouank

N'eus ket ken pell 'zo eo deuet ar yezh èl ur muzul identelezh talvoudus.
Klever a reer ur bochad ne ra ket ar grennarded kement-se get ar brezhoneg er-maez ag ar sal klas. Ur liamm a zo neoazh etre implij ar yezh hag ar garantez o deus d'he c'heñver ? N'eo ket sur.

Staliet oe studio ar radiooù e brezhoneg àr blasenn Langonned evit Gouel Broadel ar Brezhoneg Disadorn. Tud pedet tro-dro d'an daol a oe ; Gildas Grimault en doe labouret e lise Diwan àr ar liamm o dez ar liseidi ha liseadezed get ar brezhoneg. Talwyn Baudu a zo eh ober un dezenn tro-dro d'ar feson de welet ar yezh e Breizh hag e Bro Korsika, hag an implijoù e-mesk ar re yaouank (a zo disheñval mat hrewez ar broioù ). 2 skolajiadez a oe genamp ivez Luze Kariou ha Suliana Charbonneau, ha Lanwen Ar Men e lise Diwan Karaez. Desavet oent bet gint o zeir e brezhoneg.

Evit monet pelloc'h, setu labour Jean-François Blanchard a-ziàr implij ar brezhoneg àr ar rouedad : https://tel.archives-ouvertes.fr/tel-01171868/document

Ha goude #brezhonegmatters ha tro-dro da identelezh hor vinorelezh : https://hal.archives-ouvertes.fr/hal-00879629/file/Les_Bretons_des_nA_gres_blancs_.pdf get Ronan Koadig

Ha tro-dro d'ar sistem identelezh e Frañs ivez, get Ronan Koadig : https://blogs.mediapart.fr/r-le-coadic/blog/080621/impostures-nationalistes-francaises