Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

vous perpoze l'emission

Dielloù Radio Kreiz Breizh

Amañ e kavfet enrolladennoù tennet deus dielloù ar radio. Hiroc'h a gavfet da lenn ha da welet war lec'hienn RKB.

1 minute

Daraine emission 09.06.2021

Bep Sul a-raok kreisteiz, fest-deiz war RKB !

Arri oa poent diboultrennañ kasetennoù kozh ar radio ha dresañ ar c'hozh mekanik barrek da lenn anezhe ! Gwiskit ho kasketenn ha lakit ho potoù skañv ba ho treid hag an traoù en-dro... ha bec'h d'an dañs war son an amzer dremenet hag an amzer da zont ! Sonerezh, kanaouennoù, kan-ha-diskan, a-sort ma vo skrapet ha diskrapet tu diabarzh ho tivskouarn ha ma chomo ouesk an dud war o divc'har ! Mouezhioù koant, pozioù distaget evel zo gleet evit plijadur vras ar skouarnioù sklintin ! Berr-ha-berr, teñzorioù ar vro... Bep Sul etre 10e30 ha kreisteiz (war RKB!), aze 'mañ ar mare, da c'hoari las, da zañsal, da chom boemet gant memor kanet ar vro !