RadioBreizh, porched ha rouedad ar radioioù e yezhoù Breizh !

Ar brezhoneg zo e kreiz raktresoù ha programmoù ar 5 radio kevredigezhel unyezhek ha divyezhek : Arvorig FM (Landerne, 29), Radio Kreiz Breizh (Rostren, Gwengamp, 22), Radio Kerne (Ploneiz, 29), Radio Bro Gwened (Pondi, Gwened, 56) et Radio Naoned (Sant-Ervlan, 44).
Keleier, sevenadur, endro, ekonomiezh, sokial, sport... E brezhoneg e kaozeer eus pep tra. Dekadoù a eurvezhioù a abadennoù a vez produet bep sizhun, skignet war hon gwagennoù hag internet ha da selaou en-dro ha podskignañ dre al lec'hienn radiobreizh.bzh.
Ur c'hevread, ur rouedad hag ul lec'h eskemm ha kenbroduiñ e brezhoneg eo RadioBreizh. Ar gevredigezh « RadioBreizh – Brudañ ha Skignañ » a zo o produiñ « Keleier ar vro » hag o c'hopriñ 5 kazetenner·ez o labourat e pep lec'h e Breizh eus ar radioioù evit kinnig 4 prantad keleier e brezhoneg bemdez.
Ur gevredigezh sikouret gant Rannvro Breizh ha kuzulioù departamant Penn ar Bed, Morbihan hag Aodoù an Arvor eo RadioBreizh – Brudañ ha Skignañ.

RadioBreizh.bzh :
  • 5 radio kevredigezhel e yezhoù Breizh
  • Ouzhpenn 3.500 eurvezh a abadennoù a c'heller podskignañ
  • Ar radioioù war-eeun en ur c'hlic
  • Ul lec'hienn e brezhoneg, gallaoueg ha galleg
  • Tost kant podskignad nevez bep sizhun

Radioioù ar rouedad

Dizoloiñ

Ur goulenn ho peus ?
Ur c'hinnig ho peus ?

Dizoloiñ

Inconnu

Inconnu Inconnu
00'00 / 00'00