Mennegoù lezennel

Mennegoù lezennel

Embanner

Brudañ ha skignañ

Sez sokial : Ti an Dourigoù, 57 straed Laeneg, 29710 Ploneiz

Rukad 443 186 838 00027

POE 6010Z


Sevel hag herberc'hiañ al lec'hienn

An enbregerezh Lumy he deus savet al lec'hienn-mañ. Herberc'hiet eo radiobreizh.bzh gant Lumy.Cloud (Lumy.Media SAS, Quai de la Douane, Immeuble Le Grand Large, 29200 BREST).


Darempredoù

An holl choulennoù a denn da brogrammoù ar radioioù, kenkoulz hag ar c'hemennadennoù d'ar gazetennerien·ezed, ar chemennadoù berr, ar goulennoù keveliñ gant ar radioioù ha kement zo, a zo da gas war-eeun d'ar radioioù dre o fajennoù hiniennel.


Gwirioù oberour

An elfennoù zo war al lechienn-mañ evel an testennoù, ar sonioù, ar skeudennoù, ar videoioù, ar sonerezh, ar meziantoù hag an diazoù roadennoù zo perc'hennet gant Brudañ ha skignañ ha/pe gant e gevelerien, nemet ma z'eo menneget ar c'hontrol.

Aotreet eo eiladuriñ tammoù eus al lechienn-mañ, selaou pe pellgargañ un abadenn da skouer pa vez aotreet d'hen ober en un doare splann gant ma vint miret strizh evit un implij titourañ ha/pe prevez lakaet er-maez an implij anezho evit ober bruderezh, kenwerzh, ha/pe e vint hervez diferadurioù ar mellad L. 122-5 eus Kod ar Berc'henniezh Kefredel.

An embanner hag e radioioù-ezel, piaouet ganto gwirioù korvoiñ ar produioù son, a aotre hag a vroud ar gelennerien·ezed hag ar skolidi ha skoladezed, pe neus forzh peseurt kevredigezh nann-kenwerzhel, da implijout ar programmoù son kinniget war al lechienn radiobreizh.bzh evit abegoù pedagogel, studiañ hag enklask. Er chredadoù ez eo ret menegiñ, dre skrid pe dre gomz : titl ar programm son, an oberour·ez / ar radio(ioù) bet produet ar programm gantañ(o) / hag al lec'hiennradiobreizh.bzh.

War-bouez an diferadurioù amañ a-us eo difennet groñs eilañ, kinnig, implijout pe kemmañ e nep doare e vefe ha war nep skor e vefe, al lechienn-mañ penn-da-benn pe un tamm anezhi hepken, an holl oberennoù zo diouti pe ul lodenn anezho hepken, hep kaout asant skrivet Brudañ ha skignañ ha/pe piaouer ar gwirioù en a-raok.

Nep treuzklozadur, ne vern pe stumm e vefe, zo difennet nemet e vefe aotreet gant Brudañ ha skignañ en un doare splann ha dre skrid.


Gwareziñ ar roadennoù personel

Gwarezet eo ar roadennoù personel gant al lezenn niv. 78-87 eus ar 6 a viz Genver 1978, al lezenn niv. 2004-801 eus ar 6 a viz Eost 2004, ar pennad L. 226-13 er c'hod kastizel,  sturiad europat ar 24 a viz Here 1995 ha Reoliadur hollek war gwarez ar roadennoù (RHGR) ar 24 a viz Mae 2016.

Hervez ar Reoliadur hollek war gwarez ar roadennoù (RHGR) e c'hell neb a gar mont e darempred gant aozadur perc'henn al lec'hienn dre ar furmskrid daremprediñ.

Brudañ ha Skignañ a embann e vo gwarezet an titouroù personel lakaet en linenn gant ar gwiader·ez.

Ur merk marilhet gant an I.N.P.I. eo Radio Breizh.

Inconnu

Inconnu Inconnu
00'00 / 00'00